Bali Breizh e Menez Are : Sizun, Plouie ha Sant-Tegoneg / Sizun, Plouyé et Saint-Thégonnec

Skipailh Bali Breizh a ginnig deoc’h kenderc’hel beajiñ e Menez Are evit un trede abadenn er vro-se. Ewan Le Ber zo munuzer hag e vreur, Steven, kalvez. Adkemeret o deus ar stal krouet gant o zud e 1978. Kustum int da gempenn batisoù istorel : manerioù, ilizoù enskrivet pe klaset… Degemer a reont Goulwena an Henaff en o stal. Gant ar ganerez Katell Kloareg ec’h en em gav Thelo Mell en davarn Ty Elise e Plouie. Katell zo o chom e Berrien. E Kembre e oa bet savet gant ur vamm eus Breizh hag un tad eus bro Saoz. Div ganaouenn a ginnig deomp : unan e saozneg gant he strollad Chilly winds, unan all e brezhoneg gant he gwaz Fred Boudineau. Yvon Abiven zo bet maer e Sant-Tegoneg e-pad 25 bloaz. Kontañ ‘ra da c’h/Goulwena an Henaff e sell war ar respetadoù en deus bet, war e vuhez dilennad ha war ar pezh a zo goude. L’équipe de Bali Breizh vous propose de continuer à voyager dans les Monts d’Arrée pour une troisi&#
Back to Top