Bali Breizh e Bro Montroulez / Bali Breizh dans le pays de Morlaix 1/4

En-dro da Vontroulez e pourmeno Bali Breizh er peder abadenn da zont. En abadenn-mañ, Goulwena a gej gant Alan Cabon. Bevet ha labouret en deus e meur a vro met eus sinema eo e komzo, er Salamandre, lec’h ma vez o sikour a volontez vat a-wechoù. Da geñver ur memor Master en deus studiet tri film gant Jean-Louis Le Tacon bet graet er bloavezhioù 1970, « Cochon qui s’en dédit » unan anezho hag a ziskouez buhez ur saver-moc’h d’ar poent-se. Er preti Friko e Gwimaeg ec’h en em gav Thelo gant Kaou an Davay. Hemañ zo kaner, o chom e Gwimaeg, e Treger, ha Tregeriad a-viskoazh. E meur a strollad e kan : War-Sav er festoù-noz, Egin e sonadegoù folk-blues… En dro-mañ eo e Baleer Bro, gant Jean-Luc Thomas hag e fleüt, ha Gabriel Faure hag e violoñs. Daou don a ginnigont deomp. Jeanne Roué zo ganet e Leon. He zud oa deuet da chom da Lanneur e Treger e 1947. Evelti ez eus bet meur a zek mil a Leoniz o kuit o kuitaat o eskopti da vont da zel
Back to Top