Bali Breizh e Bro an Alre : Kiberen hag ar Gerveur / Le Pays d’Auray : Quiberon et Belle-Île-en-Mer

Trede abadenn Bali Breizh e bro an Alre. Steven Largouet zo o chom war an douar bras met tost eo e galon ouzh ar Gerveur. Goulwena a gej gantañ e Kiberen, lec’h m’eo kustum da gemer ar vag da vont d’an enezenn. E dud oa bet ganet er Gerveur. Meur a anv familh eus Douarnenez a gaver war an enezenn end-eeun. Hag hengounioù zo chomet : festiñ Meurlarjez pe votiñ ruz. Steven en deus bet enrollet kalz istorioù buhez tud-kozh e bro an Alre. Sportour eo ivez. Istor ar brezhoneg er Gerveur a zo kontet deomp en ur gelaouadenn gant Arzhur Conanec. Un dro astennet war varc’h-houarn, a rez d’an douar, a ginnig Yann-Charlez Kaodal deomp. Filmet eo war e handbike. Er Gerveur en deus goulennet Thelo digant ar ganerez Nolùen Buhe dont. He zad oa bet ganet e Kiberen. Kanerez Mendon a anavez mat an enezenn avat peogwir he doa bet labouret eno en hañv pa oa studierez. E miz Ebrel e oa bet Nolùen Buhe gant Marthe Vassalo er C’hanada. Goude int dizroet o div da Vrei
Back to Top